BOA logo

VALPENA, priziañ al labour pesketiñ da geñver ar modoù labour nevez

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

2696 mn - 29 Meurzh 2022

Er rann-mañ
e komzer :

Penaos goût da belec'h e ya ar besketerien da besketiñ ? Setu ur goulenn a zedenn kement an enklaskerien hag ar c'homiteoù pesketiñ. Asambles o deus krouet ar programm VALPENA, Priziañ al Labour Pesketiñ da geñver ar Modoù Labour Nevez.

 

Yuna Roumier 'n eus tremenet ar 6 miz diwezhañ da enklaskiñ e pep porzh Penn-ar-Bed, ha goulennata pep pesketer ha pesketourez da c'hout da belec'h e yeont da besketiñ.

 

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

 

Tonioù :

  • « Itron an Dorgenn », gant an Duo du Bas
  • « Doujañs » gant Youn Kamm
  • « Torokh » gant Dakha Brakha

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA