BOA logo

50 vloaz eo Dastum !

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

2696 mn - 16 Mae 2022

Er rann-mañ
e komzer :

Er bloavezh 1972 e oa bet krouet ar gevredigezh Dastum, gant 6 soner yaouank. Gant ar c'hoant e voent rannañ gant ar re all an enrolladennoù tonioù o doa bet garet e Breizh Izel. Ar c'hwec'h den-se a voe Patrick Malrieu, bet prezidant kentañ Dastum, Michel Premorvan, Daniel L'Hermine, Jean-Yves Le Maitre, Gi Jakob hag Yves Berthou.

 

En abadenn an Divskouarn o Nijal-mañ e tistroomp war 50 vloavezh a avañtur, asambles gant an dud o deus bevet anezhi.

 

Klevet vo Yves ha Hermeline Berthou, Yann-Bêr Premel, Iffig Troadeg, Veronique Perennoù, Pêr-Yves Petilhon, ha Malik ar Rouz.

 

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

 

En abadenn e vez klevet tonioù tennet deus pladenn 50 vloaz Dastum :

 

  • un ton kavotenn sonet gant Yves Berthou ha Fañch Perennes

  • « Kimiad Paotred Plouilio » gant Marie-Josèphe Bertrand

  • « O tistreiñ deus a Bloneour-Traezh » gant Roger Premel

  • « Tri Martolod Yaouank » gant Nicole Pochig

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA