BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Lañset eo staliañ ar 5G dre ar vro

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

O tiorreiñ emañ ar stourm enep ar 5G e bro C'hall. Gant pempet rummad teknologiezhioù ar pellgomzerezh, ar 5G (fifth generation), e c'hello Bugel-den treuskas an titouroù kalz buanoc'h eget ma ra ar pellgomzerioù a hiriv. Prometet vez e c'hello ober a bep seurt traoù nevez : selvij a raio evit an otoioù emren, evit ar chiruji deus a-bell, da lakaat uzinoù da vont en dro dre o-unan, ha da genliammañ an objedoù an eil re gant ar re all. N'eo ket an deknologiezh nevez evit plijout d'an holl koulskoude. Aon ra kalzig da dud 'zo zoken. Preget vo deus ar 5G en abadenn an Divskouarn o Nijal-mañ, deus sell unan hag a zo enep. Marc Perrot a zo ezel deus ar gevredigezh "Robin an Toennoù", ur gevredigezh hag a labour war al live broadel da deurel evezh deus efedoù ar frekañsennoù uhel pe izel. Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA