BOA logo

An hilastaliñ gourel

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

13 avr.

Er rann-mañ
e komzer :

Deus an hilastaliñ gourel 'vo kaoz en abadenn hiziv ! Ar c'hontraception masculine pe kentoc'h an dishadiñ evit ar re zo divgell ganto. Marc Perrot zo ganeomp evit displegañ peseurt doareoù dishiliañ zo hiziv an deiz evit ar baotred. Krouet 'neus gant ur mignon ur strollad preder, eskemm ha kizidikaat war ar sujed anvet Thomas Bouloù a zo ur c'hoari ger brav pa ouzer e reont int gant ur slip tommañ an divgell evit o hilastaliñ. E Bro C'hall eo bet aotreet an hilastaliñ e 1967 gant al lezenn Neuwirth ('neuvirte), arc'hantaouet gant ar surentez sokial e 1975 er memes bloaz hag al lezenn veil he deus aotreet an diforc'hañ. Hiziv an deiz memes tra e ouezomp mat ez eus efedoù fall ar pilulennoù war korf ul lodenn vat deus ar maouezed. An hormonoù a c'hell kemm imor an dud, o fouezh, o libido. E 2012 eo bet anavezet gant al lez-varn e oa ar bilulenn kaoz AVC Marion Larat, ur plac'h yaouank 19 vloaz nezhi. E 2019 eo ar maouezed a gemer e karg peurliesañ dishadiñ ar c'houplad arallreviat. Ar bilulenn dishadiñ evit ar baotred n'emañ ket en gwerz hag an doareoù hilastaliñ all evit ar baotred, n'int ket anavezet kalz. Dre chañs ez eus strolladoù a stourm evit ma chañjfe an traoù. Evit muioc'h a ingalded war an dachenn se ivez. Thomas Bouloù a zo en o zouez. Marc Perrot, ezel eus ar strollad, a zo ganeomp ouzh mikro Morgane Bramoullé.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA