BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Harz-labour Radio Frañs

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Nebeutoc'h a fiksionoù radio, mont war zu an « odio », postoù labour fiziet e stalioù prevez, muioc'h muiañ a abadennoù kozh adksignet... Setu taolenn nec'hus bed ar radio publik livet deomp en abadenn an Divskouarn o Nijal hiriv. E kreiz ul luskad sokial da stourm enep ar steuñv nevez bet savet gant ar renouriezh emañ an holl aozadurioù sindikel er mare-mañ. Dibaoe un nebeut bloavezhioù e vez digresket ar yalc'hadoù roet d'ar radioioù publik gant ar Stad, ha diwar an digarez-se e vez klasket gant ar renouriezh " neveziñ " ar modoù d'ober. Ha savet gant ar batronez Sibyle Veil ur " Projet 2022 " a zoare evit Radio Frañs. 60 million a euroioù a ranker kavout ac'hann ar bloavezh 2022 evit he raktres. Postoù labour nebeutoc'h a zo da vezañ neuze evel just, a-benn esperniañ kement-se argant. Ha diaboe ar 25 a viz Du emañ an implijidi gant harzoù-labour. Tudi Kreker a zo kazetenner en ti Frañs Bleu Breizh Izel, hag ezel ar sindikad CGT.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA