Deomp da Lokorn en-dro, evit en em gavout asambles gant Ronan Hénaff ha Marie Quéau, e voereb. Ar re-mañ a zo distagellet mat o zeod ! Kalz traoù 'maomp 'vont da zeskiñ asambles ganto : penaos eo bet dispartiet ar parrezioù ? Peseurt iliz eo hini goshañ ar Porzhe ? Penaos en em zibrouilhe an dud e-pad ar brezel ? Peseurt leshanvioù veze roet d'an dud ? Ha n'eo ket echu ... !