BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Hag e c'hell Yoga cheñch ar Bed ?

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Mont a reer d'ober Yoga evit en em santout mat en hor c'horfoù hag en hor pennoù. Met hag-eñ en defe ar Yoga ur ster brasoc'h eget hennezh ? Daoust ha, da skouer, e c'hellfe lakaat an dud da baouez en em gannañ, en em lazhañ, da baouez da implijout o c'henseurted evel loened pe evel mekanikoù ? Daoust hag eo yoga ar respont da holl goulennoù mab-den ? Evit kaout ar respont d'ar goulenn-se eo aet Tunvezh Vloagen da welet tud gouizieg tre war an dachenn : Manu Mehu a zo kelenner Yoga e brezhoneg e Kemper, Annick Thomas deus Pont 'n-Abad a ra yoga ha chi-kong dibaoe ugent pe dregont bloaz ha Véronique Perennou, a zo kelennourez war ar yoga e Tregenneg, hag a implij ur yoga ispisial ganet e bro Afghanistan, anavezet Yoga Samara, pe yoga derviche, pe c'hoaz Euphonie Gestuelle du Samadeva.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA