BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Mirlec'h ar Veneg

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Daoust m'emañ ar goañv o tont en deus bet tro Benjamin da vont da bourmen en natur, e mirlec'h ar veneg e-kichen parez Brennilis. Heñchet eo bet gant Bernard Jézéquel eus ar gevredigezh Breizh Vev en deus lakaet anezhañ da zizoloiñ pinvidigezhioù naturel an taouac'heg. Petra zo da welet neuze ? Ur bern plant, disheñvel hag iskis : ar flach, ar brug du, gweskenn an diaoul, ar man-taouac'h pe c'hoazh bleuñ brudet a-walc'h, koulskoude eo ral-tre, anvet glizh an heol. Ha ma 'peus chañs e c'helloc'h gwelet un nebeut loened gouez : an naer, an nadoz-aer, ar glazard, ar skoul-korz pe ur valafenn gwall ispisial anvet brizig ar geunioù. Pourmenadenn vat deoc'h !
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA