BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Wayne Mockerman bet d'ober brezel Irak 1/2

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

An abadenn-mañ zo lodenn kentañ hon emgav gant Wayne Mockerman. An amerikan ha brezhoneger Wayne Mockerman a gont deomp e arnod e Bro Irak e pad ar brezel. Engouestlet en arme ar Stadoù-Unanet, kaset e vimp e bro an irakiz, dindan ar bombezennoù met ivez o vont e darempred gant tud eus ar vro. Distroet er-gêr d'ober e studioù dizoloiñ a raio Breizh, e sevenadur hag e yezh. Er memes amzer, diskouezhet e vez barzh ar salioù sinema film nevez Clint Eastwood, American Sniper. Diwar al levr "American Sniper : The Autobiography of the Most Lethal Sniper in U.S. Military History" eo bet sevenet istor gwir Chris Kyle, ur sniper amerikan lazhaet 255 a dud gantañ. Bradley Cooper a c'hoari Kyle ha Sienna Miller e gwreg Tayaar. Chris Kyle eo ur champion redeo o vevann en Texas. Goude gwalldaolioù kannatioù amerikan e Afrika ar 7 a viz eost 1998, dibabet en deus en em engajiñ er fosoù armed ar Stadoù-Unanet. Deuet da vezañ sniper e vo kaset e bro Irak. Ken redis ha cornet mat eo o tannañ, savetiñ a ra kali a soudarded amerikan a raio deus anezhañ "Ar vojenn".
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA