BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

40 vloaz al lezenn Veil

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

D'ar 26 a viz Du 1974, ouzhpenn 40 vloaz zo, e kinnig Simone Veil ul lezenn nevez evit aotrañ an diforc'hañ dirak ar vodadenn vroadel 421 paotr ha 9 flac'h anezhi. E-pad tri devezh e vo tabutet gant paotred dreist-holl neuze evit divizout ma vo aotreet ar merc'ged d'en em savelañ o-unan. Un tri devezh a lako Simone Veil diaes, kunujennet e vo er straedoù, resevet 'vo ganti gourdrouzoù a varv hag e kavo kroazioù kamm livet war voger he zi. Met kendrec'het eo ministrez ar yec'hed gant he lezenn. D'ar mare-se e c'houzañv maouezed Frañs 300 000 diforc'h graet aliez e plegennoù spontus. En abadenn e tistroimp war an amzer a-raok al lezenn Veil lakaet e pleustr d'ar 17 a viz Genver 1975, 40 vloaz zo, war vat al lezenn-se ha stad an traoù hiziv an deiz. Marie Le Du, perzh eus ar gevredigezh L'Abri Côtier o sikour tud taget gant ar feulster priedel ha feminist abaoe bloavezhioù, ha Naig Gars, bet perzh eus ar Planning familial er bloavezhioù 70 ha stourmerez evit gwirioù ar merc'hed.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA