BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

ERMINE

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ha plijout a rafe deoc'h gouzout ma zo eus skolveuridi (istorourien, sokiologourien, yezhonourien,etnologourien...) ,holl lakaet en ur strollad, ERMINE, abalamour ma faot dezhe kaozeal deus ar minorelezhioù, deus Egile? ERMINE a zo deusoutañ abaoe 2004 hag ennañ e kaver arbennigourien o studiañ an holl boblañsoù minorelaet evit broudañ an holl da empennañ, da gompren, da zifenn ivez liesseurted annezidi ar bed. Lec'hiet eo o burev e skol-veur Roazhon 2, ha pediñ a reont reoliek kenseurted deus ar bed a-bezh evit fonnusaat o gouiziegezhioù. Kentañ emgav an arbennigourien-se? Sellet ouzh al luc'hskeudenn staget ouzh ar fichenn-mañ!
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA