BOA logo

CLARIKA "La tournure des choses" (2013) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 50 sec 28 Genver 2013

Er rann-mañ
e komzer :

E 2013 e lida Clarika he 20 vlez a vicher hag àr-un-dro e embanna he hwehved albom, La tournure des choses. Anavet oa bet e 93 ged J'attendrai pas cent ans ! (edan Boucheries Productions d'an amser-se). A-houde ema waet ged un hent personel, e kompagnunezh he mentor Jean-Jacque Nyssen, enrollet he deus pladennow kisidig ha dichek, gwirion ha diwisk, ur vaoues di-zalh ew ha santet vez. Barzh he albom newez he deus savet un daolenn vraw en-dro, diàr-benn ar vuhez bemdezieg ha goulennow hon eus razh en hor pennow ("Oualou", hag ar ganenn-ditl). Un ollved fentus ("Je suis bad") ha hiraezhus iwe ("C'était mieux avant", "J'veux des lettres" e-leh ar postelow), kani ur vaoues a-vremañ, yowank ataw, lugernus ha koant (ba "Robbie" e ra ar les da Williams, dre bellgoms). Anavet ew Clarika ewid gouied sevel posiow a galite, ne vankant ket anehe amañ, plijus ew an toniow kement, klassel ew ar hempennow, soft-rock ha douss d'ar liessañ... Setu un disk simpl ha eeun. MICHAEL JONES "Le frère que j'ai choisi" in Prises et reprises (2004 . JCK Music) JULIEN CLERC "Jivaro song" in Symphonique - À l'Opéra National de Paris - Palais Garnier (2012 . Virgin) BARBARA BÉGHIN "Comme une allumette" in CDsingle (2012 . Akamusic) ZAZIE "Les contraires" in CDsingle (2013 . Universal) CLAIRE DITERZI "Nature morte" in Le salon des refusées (2013 . Naïve) CLARIKA "Oualou" in La tournure des choses (2013 . AT(h)OME) Liammow an deiz : > Clarika > AT(h)OME ha > Zazie > Julien Clerc > Claire Diterzi > Michael Jones > Barbara Beghin
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA