Ganet ew ar haner ha musissian amerikan
Andrew Bird ba Chikago e 1973. Er penn kentañ e sone ar violoñ, diwezatoh en deus kenlabouret ged ar ganeres kountry
Neko Case, ged ar strollad
Squirrel Nut Zippers iwe, raog krouiñ e strollad-eñv,
Bowl Of Fire. Musik
Andrew Bird so ur hejaj a folk ged rock, pop, ambient pe luskow latino.
Enrollet neus meur a bladenn solo a-houde
Music of hair e 1997, hag e 2012 e kenniga e 11ved albom, Break it yourself. Un den aviset-mad ew, sirius ha skañv àr-un-dro, èl e ganennow, ur stil a adkavamp amañ. Mont a ra pelloh eid ar folk, dre ar musik a-vremañ pe ar rock alternativ, hag ohpenn d'ar violoñ e plija dehoñ ar glockenspiel, ha klewet vez hed-a-hed an disk.
Kan
Andrew Bird so uhel ha don, speredeg, kisidig, liessort : rock ba "Eyeoneye", pe melkonius ba "Sifters" da skwer. Setu a-dra-sur unan ag e vrawañ enrolladennow, awenet ged e vro, ar Stadow-Unanet, e vugaleaj pe ur serten romantelezh... ur labour heb-e-bar !
LE BAGAD DE LANN BIHOUÉ feat.
ALAIN SOUCHON, ha
CARLOS NÚÑEZ "Le bagad de Lann-Bihoué"
in
Degemer mat - Bienvenue (2012 . EMI)
ALAN STIVELL "The trees they grow high"
in
À l'Olympia (1972 . Fontana)
REVOLVER "Get around town"
in
Music for a while (2009 . Delabel)
REVOLVER "Wind song"
in
Let go (2009 . Delabel)
ANDREW BIRD "
in
Break it yourself (2012 . Bella Union)
>
Lehienn ofissiel