BOA logo

SebastiAn "Total" (2011) 1/4

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 50 sec 14 Mezheven 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Hed-a-hed ar bleziow hon eus eñv klewet é admiskiñ toniow The Who, Klaxons, Daft Punk pe hoazh Uffie, ha disohiow personel getoñ. Enrollet neus B.O. ar film Steak ha kani Notre jour viendra, embannet neus un nebeud singliow ha diskow berr raog, mes setu bremañ Total, e wir disk hir kentañ. E-mesk an titlow, un nebeud re ha n'int ket ken newez ("Ross ross ross" pe "Doggg" ha "Motor" so anavet-mad ged e faned dija). Mod-arall en deus savet kanennow liesliw : lan a jourdoul èl "Embody", doussoh ha friant èl "Love in motion", 'menn neus pedet ar haner a L.A. Mayer Hawthorne (tost-awalh e vouezh doh kani Prince amañ), pe hoazh "Prime", savet ewid hor ploñjiñ ba'n treant. Tud so a lâr ema kentoh ur saver diskow berr, ha gwir ew n'ew ket gwall-unvan an albom-mañ, mes n'eus ket tu da lâred ema displijus kennebeud. Talvoud a ra ar boan boud disoloet ataw. ARCTIC MONKEYS "Don't sit down 'cause I've moved your chair" in Suck it and see (2011 . Domino) MOBY "The day" in Destroyed (2011 . Because) ÉTIENNE DAHO & CALYPSO VALOIS "Amoureux solitaires" in Jacno future (2011 . Polydor) YCARE "Lap dance" in Lumière noire (2011 . Jive) LUCE "Été noir" in Première phalange (2011 . Columbia) SebastiAn "Embody" in Total (2011 . Because / Ed Banger)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA