Ged un titl sort-se e kredahemp ema bresk ha pur musik ar strollad
Karkwa, mes e gwirionez eh omp amañ ged ur bladenn solud, savet a rock betoñ.
Dont a rant a Vontreal er Hebek, 'menn oa bet embannet o disk ur blez so, ha setu eñv arru ba Europ ar blez-mañ. Strollad
Louis-Jean Cormier neus enrollet 3 albom arall dija :
Le pensionnat des établis e 2003,
Les tremblements s'immobilisent e 2005 ha
Le volume du vent e 2008. N'int ket anavet kement barzh-amañ hoazh, mes a-dra-sur eh ant da hounid kalon ur bochad tud ha faned newez.
Les chemins de verre so bet enrollet ba Frañs, a-hed sizhuniow a labour, a arvar, strewet etre arn troiadow : skuizh oant, mes gouiet o deus 'n em dolpiñ, a spered, ewid sevel ur bladenn binwig, unvan, levesonet ged ur santimant a hollidigezh.
Rock e galleg, rock awenet, tost-awalh doh spered
Radiohead pe
Arcade Fire, ged
Karkwa vez savet musik fromus, souezhus lies, teñwel a-wezhow, tredan ha seh ("Le pyromane"), ged toniow-bale iwe ("28 jours"), setu un disk hag ur strollad liesliw : poent oa gober anoudegezh gete !
CONCRETE KNIVES "Happy Mondays"
in
You can't blame the youth (2011 . Aka Publishing / Family Tree )
CONCRETE KNIVES "Youth compass"
in
You can't blame the youth (2011 . Aka Publishing / Family Tree )
Ewid gouied pelloh :
o fajenn MySpace.
DISSONANT NATION "Sauvage"
in EP
Sauvage (2011 . Cinq7)
Gelloud a rit bisitiñ
o fajenn MySpace iwe. Embannet ew bet o disk ged Cinq7, àr
lehienn ar label eh eus arzourion arall da zisoloiñ iwe.
SHAKA PONK feat.
BEAT ASSAILANT "Oldschool rocka"
in
The geeks and the jerkin' socks (2011 . TôtOuTard)
Ewid
SHK PNK iwe
ur bajenn MySpace hag iwe
o lehienn ofissiel.
KARKWA "Les chemins de verre"
in
Les chemins de verre (2011 . Audiogram)
Strollad ar sizhun neus
e lehienn ofissiel, ohpenn d'
o fajenn MySpace.
LEONARD COHEN "Show me the place"
in SP
Show me the place (2011 .
Setu
amañ lehienn ofissiel Leonard Cohen, hag
ase unan arall e galleg, savet ged faned ha lan a ditourow.