BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn ar Yaou 16 a viz An Azvent

Pikous Dibikous - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Degemer ar c'hrouedur ketañ a c'houlenn amzer pasianted hag aozadur... Degemer 2 pe 3 boupon àr-un-dro a zo ur sapre afer ivez! Muioc'h a-ziàr ar gevelled get tud ar gevredigezh Jumeaux et + b'an atersadenn (tro 20' en enrolladenn a-us) Erell Coupier e kompagnuniezh Murielle Lavernette (prezidantez ar gevredigezh) . Raktres uzin eoged Plouisi a ra trouz. Savet 'zo bet ur gevredigezh de sevel enep ar raktres: Dourioù Gouez. Aozadurioù Dour ha Stêrioù Breizh & Konfederasion Peizant a sav a-enep ivez. Kristen Bodros doc'h mikro Maêlle Ausias a zo da glevet tro 40' b'an enrolladenn, hag an heuliad a-bezh e podkast ivez àr pajenn Pikous Dibikous. En abadenn e adkavehet ivez Keleier ar vro get Yuna Cojean, ha kronikennoù Yec'hed (a-ziàr ar siatik), Teñzor ar brezhoneg komzet (Tomaz Laken & Yann-Bêr Guyader ag RKB) hag Ouzhpenn ar vretoned a zo (Benjamin Bouard & Tunvezh Wloeguen Grandjean, Radio Kerne).
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA