Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'hioù a faota da vrezhonegerion/-ezed 'zo hon lakaat da zizoloiñ.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.