Distro da Dintagell e teu Tristan da vezañ arriz ar bobl goude e drec’h a-enep ar Morc’hold. Betek sachañgwarizi pevar baron, Gwenelon, Godwin, Denoalen hag Aldred. Aon o deus ar-se e kemerfe Tristan penn arrouantelezh. Itrikañ a reont evit ma kemerfe Marc’h ur briñsez da bried. Kinnig a ra Tristan mont da gerc’haatkaerañ plac’h bet war an douar, Izold he blev melen.



