Gant Radio BOA
Pelloc’h eget ar vojenn hag ar gwin-hud e ya an heuliad Izold ha Tristan. Splujañ a ra e don ur garantez diharz, dantet gant an tan ha tonket d’an distruj.
Adal deroù he buhez en Iwerzhon, eo liammet planedenn Izold ouzh un diougan leun a drubuilh : Bevañ ur garantez pur ha drastus. Etre chal ar c’hoantoù, dichal an drubarderezh ha dever sokial pep tudenn… en em gav Izold en ur bed tric’hornek kemplez, ma kav e pep darempred ar pistri a gas anezhi davet ur blanedenn n’hall ket tec’hout diouti.
Douget gant un aergelc’h sonerezh savet a-ratoz e kinnigomp deoc’h taoler ur sell disheñvel war ar vojenn.
IZOLD ha TRISTAN
Heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Yann-Herle Gourves
Bloavezh produiñ : 2026
Produiñ : Samuel Julien - Son an Arzhez
Enrollañ : Jean-Mari Ollivier ha Théophile Rouzic-Plantec
Frammañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Enrollet e : studio KEMMESK - Kemper
Gant Skoazell : Rannvro Breizh
Komedianed pennañ
Lleuwen Steffan / Izold
Quentin Morvan / Tristan
Jil Penneg / Ar Roue Marc’h
Tangi Daniel / Gorwenal
Mai Lincoln / Branwenn
Komedianed ouzhpenn :
Marion Gwenn / Izold Gwenn he minc’hoarzh
Tangi Merien / Kaerdin
Manu Mehu / Ar morc’hold
Riwal Kermarrec / Gwenelon
Katell Kloareg / Olwen
Tangi Simon / Denoalen
Kristof ar Menn / Fronsin
Yann-Edern Jourdan / Aldred
Sonerezh : Guillaume Chartin - Ojun
Kanaouennoù : Lleuwen Steffan
Son : Stéréo
Format : WAV 24 bits/48kHz
Padelezh : 20 rann X 11min
Padelezh hollek : 228 Min







