BOA logo

Mirva natur Gwiseni: ostilhoù ouzphenn evit mirout ur lec'h dibar

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 47 sec 21 Ebrel 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Tevennoù, gwernioù, taourc'hegi hag aod vev

Setu aze ur lec'h dibar, hervezh Nicolas Loncle e-karg ag an endro e ti-kêr Gwiseni, er vro Bagan. Tevennoù, paludoù ha traezhennoù Gwiseni a ra an 10vet mirva natur rannvroel nevez a zo lec'hiet etre teir c'humun: Gwiseni, Plougerne ha Kerlouan, astennet etre traezhenn ar Vougo ha porzh Treseni. 600 hektar etre ar mor hag an douar, anavezet dija èl zonenn Natura 2000, a zo bremañ get un anavidigezh ouzhpenn: adal an 19 a viz An Azvent (Kerzu) 2025 e vo e pleustr en ofisiel ar Mirva Natur Rannvroel enno.

Argant ouzhpenn a vo postet get ar Rannvro (60 000 euro bep bloaz), ar pezh a arc'hantaouo ur post labour hag ostilhoù ouzhpenn evit mirout ar lec'h gwelloc'h, ha gellout degemer ar publik, evit kizidikaat an dud da briziusted ur seurt takad, ha da cheñchamant an hin.

Ur labour sevel doserioù n'eus kroget 5 bloaz 'zo, met disoc'h 30 vlez labour asamblez get kevredigezhioù ar vro evit kontiñ ar loened, evezhiiñ krign an aod ha live ar mor...

Mirout an takadoù naturel a vez graet get ar gevredigezh Breizh Vev, he deus labouret ivez àr hini Gwiseni. Perig Pustoc'h a zo goprad Breizh Vev, labourat a ra àr ar Mirva Natur Rannvroel Lanneier ha taouarc'hegi Kragou ha Vergam hag hini Ar Veneg e Mane Are. Hennezh a zispleg hirroc'h àr ar choazioù bet graet da zerc'hel mat ar lanneier, èl veze graet gwechall-gozh get an dud o labourat enno.

Ur prantad rastellaat argant a vez kaset get Breizh Vev, a gas pelloc'h gwarez an natur. Ma faot deoc'h teurel ur sell, amañ emañ.

Foto: ©Erwan Le Cornec, Geos AEL

A Lannuon d'An Naoned, a benn 1 miz e vo an 10vet Redadeg

Krog e vo get Ar Redadeg en-dro, ha dont a ray founnabl !

An 10vet Redadeg, setu un emgav arouezius. "10 souezhadenn a vo war an hent! En o zouez: tremen a raio ar vazh-test dre Enez Groez ha Tuchenn Mikael" eme Maina An Taleg, ken-brezidantez Ar Redadeg.

"Pal Ar Redadeg-mañ a zo rastelaat tro 150 000 euro, ha choazet hon eus nebeutoc'h a raktresoù da souten evit roiñ muioc'h dezho, ha sikour ganto mont beteg penn". Gwerzh ar c'hilometroù a ya un tammig founnaploc'h evit ar bleadoù paset, tro 37% a zo bet gwerzhet evit poent (kreiz miz C'hwevrer).

Evit preniñ ho kilometr, amañ emañ.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA