BOA logo

Digreizenniñ: prest eo ar boblañs

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 43 sec 17 Gwengolo 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

"Stankomp pep tra" harz-labour ha manif: ur respont d'an enkadenn politikel, ekonomikel, kevredigezhel.... Ha demokratel

A benn ar Yaou 18 a viz Gwenholoñ e vo gwelet an dud o vanifestiñ, àr galv ar sindikadoù hag ar luskad "Stankomp pep tra". Kounar, heug ha disfi a zo rannet get ur lodenn vras ag ar boblañs e pep lec'h àr takad Republik bro C'hall.

Un digarez da zistreiñ àr ar c'hoñtekst politikel e kompagnunezh Tudi Kernalegenn, rener Sevenadurioù hag arbenniger àr ar politikerezh. Muioc'h ivez àr ar sontadeg Ifop nevez embannet get Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB en abadenn dremenet.

Div Yezh: +500 krouedur ouzhpenn an distro-skol mañ ha toulloù e-mesk ar skoladerion.ezed

Ouzhpenn an hanter ag ar vugale a zesk brezhoneg er skol a vez skoliataet get Div Yezh. Tro 11 000 krouedur o deus adkroget get ar skol ar miz-mañ. Serten re neoazh, èl e Lokmikelig o deus bet sizhuniadoù get muioc'h a c'halleg evit pezh raktreset.

Get an distro-skol eo adkroget ivez get an neventioù torr-penn hag ar c'hlaskadennoù àr tud a vicher gouest da gomz brezhoneg d'ar vugale. Ur sell hollek àr an distro-skol get Remi Toulhoat, e burev ar gevredigezh.

Krennard.ezed ha bugale Kenleur trec'h en abadenn "La meilleure danse folklorique de France"

Gint 'zo ag An Alre, Pluneret ha Gwened, o tañsal e Kenleur en abadenn-bet Dañsomp ar vro. Bet oent bet e bro Elzas evit kemer perzh en un abadenn kaset get Cyril Féraud. Muioc'h get an dud deuet, animatourien.ezed perzh en afer. Klevet eo bet Youena Baron, Yann-Vari Le Doussal, Manon Le Querler ha Rozenn Tanniou.

... Hag evit ar re oc'h em c'houlenn: dañset e oa bet ar laride hag an andro !

Reko Clem: Gregailh, Disko #001

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA