Bodet oa milieroù a dud e pep korn ar vro àr galv ar luskad da Stankiñ pep tra, ur galv broadel. Ar pal oa lâr groñs ne dremen ket emzalc'h ar galloud executif e Frañs, nag ar plañ strizh a-fed budjed kinniget get François Bayrou, ar c'hentañ ministr-bet. Dilez F. Bayrou hag anoñs ar ministr kentañ nevez Sebastien Lecornu e penn kommañs ar sizhun n'en deus ket lakaet un harz d'ar luskad.
Heuliet ar luskad e pep korn Breizh ag An Naoned betag Brest, hag er c'herioù bihannoc'h zoken èl Montroulez, Lannuon, Pondi, Ploërmel pe Sant Nazer.
Ur reportajig a zo da glevout àr ar pezh c'hoarvezet e Kemperlé e penn kommañs an abadenn. Ennañ e klevehet Anjela hag he merc'hig, Lucie ha Christine o tispleg o soñj hag ar pezh c'hoarvezet adal 6e vitin betek kreisteiz ar Merc'her-mañ.
Sklaer èl lagad an naer. Hervezh ar sontadeg Ifop nevez-embannet, e respont ouzhpenn 70% ag dud e pep korn ar Frañs e kavont eo ur soñj vat ma vo roet muioc'h a c'halloud d'ar rannvroioù. Tifenn Siret a zo mouezh aotreet an UDB. Ar strollad politikel a zo ezel Rannvroioù ha Pobloù Kengred, ur c'hengevread urzhiet geti ar sontadeg ifop-se. Muioc'h geti àr ar sontadeg, a gomz ag an adunvaniezh, emrennerezh Korsika hag ur bochad temoù arall.
Abaoe 2 viz e oa Gwennyn o labourat start evit desach arzourien.ezed Breizh, brezhonegerion.ezed ha gallegerien ivez. "Ar pal a oa rastellat ledan" hervez ar ganerez. Muioc'h àr an devezh er Glenmor e Karaez, n'eus bodet 3000 a dud deuet d'ober bourrapl ha da embann emañ tomm o c'halon d'ar brezhoneg get Gwennyn ha Brieg Guerveno.
Reko Clem: Atr!um, Cargo