BOA logo

Beilhadeg Hent Don e Trezelan 1/2

Peoc'h ba'l loch ! - Gant Radio Kreiz Breizh

59 mn 54 sec 19 Meurzh 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ur gaer a veilhadeg a vez graet gant tud ar gevredigezh Hent Don e Trezelan e-kichen Bear bep bloaz e fin miz Du. Peoc’h ba’l loch a zougo ac’hanoc’h herie betek ar c’hrogad plijadur a oa bet e fin miz Du 2025 ba sal vihan Trezelan. Eno ne vez na mikroioù nag ostilhoù da gas son. Kuit d’ober ardoù e vez graet an traoù met ar wezh-se e oa bet pintet ur mikro bihan war an treust war bouez ur fiselenn kement hag enrolliñ ar jeu.

An dra-se zo kaoz e vo dizingal un tamm son an abadenn-mañ. Digoriñ bras ho tivskouarn a vo ret deoc’h ober tañs-ha-tañs marteze a-walc’h. Tamm kentañ ar veilhadeg a vo klevet herie hag un eil tamm a vo klevet un dro all. Ha c’hoazh zo bet graet un tamm dibab d’an traoù kuit da stoc’hañ ac’hanoc’h.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA