-PLANT: AN INAMM GWENN gant Gwenaig Viol ha Marianne Vaidie
-TREUZKAST: ouzhpenn 200 milion a bodskignadoù 'vez selaouet bep miz e bro Frañs. Morgane Cotten a sikouro ac’hanoc’h da glask lod anezhe e junglenn ar podskignadoù.
-LOUP Y ES-TU? Setu anv teulfilm nevez-flamm Mathurin Peschet. Ar wech-mañ ar sevenour neus bet c'hoant lakaat war-well ar bleizi war ar skrammoù. Hiroc'h da c'houzout gant Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh a ginnigo ur rakskignadenn eus an teulfilm d'ar merc'her 24 a viz gwengolo er sinema Le Club e Douarnenez.
-JOB an IRIEN kontet deomp gant JEAN DANION ha BERNEZ REST. Deuet zo ul levr ouzhpenn gant ti-embann Minihi Levenez e penn kentañ an hañv: ‘Job an Irien / Beleg ha barzh ar c’hanennoù meur’
-PREGOMP ASAMBLES. An dibenn-sizhun-mañ vo dalc’het devezhioù ar glad ha kalzig a darvoudoù vo kinniget un tamm pep lec’h er vro diwar skouer bro Molan. Eno disul e vo gou’Mikel, ur gouel da enoriñ sevenadur Breizh. Aozet eo ar gouel-mañ gant ar gevredigezh Pregomp ‘sambles.Aline Aupy, sa présidente, zo ganeomp da ginnig ar gouel met araok petra eo ar gevredigezh Pregomp ‘sambles ?
-Keleier: Erwan Blanchard