BOA logo

Heklev an Hañv, d' an 3 a viz Eost 2026

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

1 ourr 0 mn 03 Eost 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh
abadennoù sonerezh

-Marthe Vassallo a vo warch'oazh gant ur lodenn deus ar C'hoeur Mélisme(s) e Kastell Trevarez evit reiñ -e-kerzh an abadennoù programmet dindan an anv 'les Estivales'- 'Les lavandières de la nuit'.

-Yannig Laporte a gaso Morgane Bramoulle dre straedoù Kemper, ar wezh-mañ war-zu ti-kloz diwezhañ ar gêr. Hag hemañ a zispaka sklêrijenn war sokiologiezh kerbenn Kerne d'ar poent ma oa oa c'hoazh digoret.

-Sarah Geffard Michel zo o strollañ, o renkañ, hag o talvoudekaat dielloù an embregerezh Hennaf e Pouldreuzig : miret e vezont abaoe 120 vloaz (Morgane Cotten)

-PAF, ur vandenn dreset kinniget gant Tangi Poisson: hiziv, 'le Joint Français'.

-Kentin le Priol a zeu en-dro gant ur c'hinnig bet graet en Nevz-amzer gant strollad an Ekologourien: kinnig ur c'hoñje hin pa vez re domm an amzer da labourerezed ha labourerien zo. (Metig Jakez-Vargas)

-ha diwar-benn an hin adarre, diwar ar mod ma chench hor buhezioù : Aodren Sanner, pomperez, a gont deomp penaos 'oa al labour, ha gant pe breder 'oa kaset e miz Gouhere (Anton Burel)

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA