BOA logo

Heklev an hañv 24/07/2026

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

1 ourr 0 mn 24 Gouere 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh
abadennoù sonerezh
  • An diskouezadeg "Warhol" a vez dalc'het e Kef Helene hag Edouard Leclerc (FHEL) e Landerne betek fin miz Genver. An hanterourez sevenadurel Elise ar Fourn a ginnigo buhez hag oberennoù arzour ar "pop-arz" deomp.

  • Brice ar Penneg a embanno ur gronikenn diwar-benn bagad bro Landerne a sono warc'hoazh da geñver an abadenn "Fest e Landerne".

  • Petra a rit e-pad an hañv ? Kasit ho "Mouezhig" deomp ! Lucia Giacomazzi zo ur studierez eus bro Italia. O labourat e Gwarez filmoù Breizh emañ e-pad an hañv. Keñveriañ a raio he bro ha Breizh en he c'hartenn-veaj.

  • Eil abadenn "Radio Susinioù" a vo embannet gant strollad kazetenniñ KEAV : Mai, Yann-Mai, Yann-Fañch hag Yves.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA