BOA logo

Heklev an hañv - Meurzh 12 a viz Eost

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

51 mn 23 sec 12 Eost 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh
abadennoù sonerezh

Marteze a-walc’h ho peus bet digarez un dro bennaket da guitaat an hent bras 12 kostez Benac’h, da vont etrezek kreiz Breizh eta. A-benn neuze, sur, oc’h tremenet dre barrouz Plougonveur. Kumun Plougonveur zo ur 700 a dud o chom enni ha brud zo dezhi dreist pep tra, dav eo lâret, a-drugarez da di Menou. Menou zo ur stal gatoioù, ur gwispiderezh, hag a ra berzh. E-kreiz miz Gouere e oa bet lidet 45 bloaz ar stal ha graet an traoù war an ton bras. Un digarez da zispenn roudoù 3 rummad bouloñjerien e bourk Plougonveur...

Reportaj e Plougonveur gant Anna Tomaz, Jañ Piolot, Frañsoa hag Anna Pennek, Jozef ar C'hozh ha Raymond Dubourg.

Abadenn kinniget gant Tomaz Laquaine-Jakez

Poltred gant Biscuiterie Menou (FB)

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA