BOA logo

Heklev an Hañv - 17 a viz Gourhelen

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

50 mn 19 sec 18 Gouere 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh
abadennoù sonerezh

Barzh an abadenn hiniv vez komzet ag an deskadurezh! En deskadurezh uhel e brezhoneg ne vez ket gwelet kalz a verc'hed é ober tezennoù pe é kelenn er skolioù-meur, é skriv livroù a-ziar ar yezh, ha razh. Perak? Perak e vehe a brezhoneg 'yezh ar baotred', èl ma lar Myriam Guillevic? Setu ur gaozeadenn geti àr ar gudenn-mañ. Krogit abarzh, merc'hed, eme-hi!

Komzet vo ag ar liseoù ivez: reve ur raport nevez get kampr-kontoù ar rannvro eh eus lod anezhe a zo en arvar a vout serret. Aodren Trehin he deus aterset Stéphanie Stoll, dilennadez, aveid gouiet muioc'h.

Er gronikenn ''Ar Hentoù an Antroposenn' e kont Loeiz Beleg deomp ag ur breizhad skiantour ag an ugentved kantved hag en deus resevet ar priz IgNobel aveid e deori e c'heller chañch danvezioù en ur chench an atomoù, mod nukleel. Penn bras pe penn foll? Deoc'h da selaou...

Hag ell rezon, un nebeut tonioù bourrapl!

Abadenn animet get Neshka a Radio Bro Gwened

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA