Kokenn ar Son - By Radio Kreiz Breizh
59 min 4 sec 23 March 2026
Ar wech-man ba Koken ar Son hon eus pedet Gildas Grimault e studio RTG evit lakaat ar gaoz war an dud o teskiñ brezhoneg dre stummadurioù hir.
Un dezenn n’oa kaset a-benn Gildas war ar sujed-se e 2025 : En em gavout brezhoneger : deskiñ, sokializañ ha subjektivañ.
Piv a zesk brezhoneg ‘barzh ar stummadurioù-se, blam da betra, penaos e teont da vezan brezhonegerien - pe get - ? Petra ‘vez graet gant ar yezh ? Deus tout-se ‘vo kaozeet gant Gildas.



