Un abadenn Kokenn ar Son un tamm ispisial hiziv gant ma vo selaouet liseidi Diwan o prezegennin er c’hoñkour an Herminig Helavar.
3 bloaz zo oa bet savet hag arc’hantaouet an abadenn-se a-drugarez da Patrick L’Hermine, ur breton divroet d’ar C’hanada. D’an 29 a viz Genver oa pignet war al leurenn 24 lisead eus an eilvet klas. Notennet a oant gant ur juri war ar brezhoneg, ar vouezh, ar jestroù, an distagañ hag an displegañ . Gant choaz sujet o frezegennoù o deus diskouezet ar re-yaouank int nec’hed a-walc’h gant ar bed a-vremañ. Hag o deus mennozhioù ha nerzh evit cheñch penn d’ar vazh.
Deomp da selaou Tinaig, Sullivan, Selma, Milio ha Lilwenn o deus kendrec’het ar juri e Karaez.



