Kokenn ar Son - By Radio Kreiz Breizh
56 min 37 sec 01 April 2025
Penaos e c'hell abadennoù Kelc'hioù Keltiek komz deus ar vuhez a-vremañ ? Ur brouenn brav evit lâret kement all a zo bet diskouezet gant Enora Udo, Klervi Guelou, Anna Lanneshoa ha Emilie Ruche, dre o abadenn les Faiseuses d'anges.
Klervi Guelou a zo ur plac'h yaouank a zo deuet da Kelc'h Keltiek Korriganed Pañvrid evit souten he c'hoar vihan. E fin ar gont eo chomet un nebeut bloavezhioù hag emañ o kinnig deomp an abadenn-mañ.