BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Kleub Radio Abadenn #2

Atalieroù Radio Naoned - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Aozet e vez kleuboù liesseurt e Skolaj Diwan 44 evit ar c'hlasadoù 6vet ha 5vet. Ar bloaz-mañ, hag evit ar wech kentañ, ez eus bet kinniget dezho sevel un abadenn radio ! Unan wir, gant atersadennoù, tabutoù, c'hoarioù, sonerezh, ar meteo, "jingleioù", ... Ijinet, skrivet hag enrollet eo bet pep tra gant ar skolajidi hag ar skolajiadezed. Frammet eo bet gant o c'hasourien, a-drugarez da alioù fur Marianne. Distoufit ho tivskouarn !! En eil abadenn e vez klevet : - Un tabut war an heskinerezh reizhel gant Bleuenn C., Dounia, Liam, Tudual ha Morgan - Ar c'heleier farsus gant Yuzael ha Gwezenn - Atersadennoù diwar-benn dinell ar skolaj gant Jeanne ha Lilia - Sketch farsus Gwendal - Mikro-riblen Maïwenn ha Lili - C'hoari war an trouzioù Camille ha Lila - Atersadenn un ijinour war an endro gant Tafaenn ha Gwendal - Sketch farsus Tudeg hag Elouan Ar jingle 'zo bet savet gant Lilou ha Tissem, an tonioù sonerezh a zo kinniget gant Tudeg ha Maiwenn hag ar bruderezhioù a zo bet ijinet gant Bleuenn D.G., Mirra ha Lou-Ann.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA