BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Cheñch penn d'ar vazh an abadenn #2

Atalieroù Radio Naoned - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac'h. Ha deuet int a-benn da ginnig deoc'h abadennoù deus ar c'hentañ. Gourc'hemennoù dezho ! Evit an eil abadenn hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez. Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Malala Youzafzai hag Hubertine Auclert ha deskiñ a raimp hiroc'h diwar o-fenn. Animatourien·ezed : Amaia hag Appoline Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Louisa ha Yuna. Atersadenn Malala Youzafzai: Damien hag Awena Atersadenn Hubertine Auclert : Louisa ha Bleuenn Awena ha Louisa a ginnig deoc'h ar ganaouenn Sans contrefaçon kanet gant Mylène Farmer Ethan ha Loann a ginnig deoc'h Si j'étais un homme gant ar rapourez Chilla. Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d'ar skolajidi ha d'ar skolajadezed.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA