BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Cheñch penn d'ar vazh an abadenn #1

Atalieroù Radio Naoned - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac'h. Ha deuet int a-benn da ginnig deoc'h abadennoù deus ar c'hentañ. Gourc'hemennoù dezho ! Evit an abadenn kentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez. Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis. Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila. Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc'h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne. Noah ha Damien a ginnig deoc'h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill. Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d'ar skolajidi ha d'ar skolajadezed.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA