BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Jabadao #1 : Gant an holl draoù-mañ e vez graet va gwin-hañv

Jabadao - Gant Radio Naoned

13 avr.

Er rann-mañ
e komzer :

Setu abadenn kentañ JABADAO ! En abadenn-radio nevez gouestlet d'ar muzik, Mouli a ginnig deoc'h beajiñ gantañ a-hed hentoù don ar muzik, muzik a-bep seurt a blij dezhañ. En abadenn gentañ-mañ e vo selaouet tonioù leun a heol ha karantez evit lidañ an hañv ! Klevet 'vo muzik ar Stadoù-Unanet eus ar bloavezhioù 50 (Professor Longhair, Wanda Jackson, The Coasters), ar bloavezhioù 60 (Nancy Sinatra & Lee Hazlewood), deus ar bloavezhioù 70 (Allman Brothers Band), un tub ska mil-vrudet (Millie Small), un ton dibosupl da glasañ gant ur paotr eus an enezeien Bahamas (Exuma), ur c'haneur eus an Indez (Mohamed Rafi), Calypso (Harry Belafonte, Lionel Belasco), Surf music (The Chantays), Rock psyché (Choc, The Psychotics) ha Rock a Vro-Iwerzhon (Van Morrison) evit echuiñ. Da glevet en abadenn : PROFESSOR LONGHAIR - Going to the Mardi Gras WANDA JACKSON - Let's have a party MILLIE SMALL - My Bop Lollipop HARRY BELAFONTE - Jump in the line LIONEL BELASCO - Miranda EXUMA - Dambala MOHAMED RAFI - Jaan pehechan ho ALLMAN BROTHERS BAND - One way out NANCY SINATRA & LEE HAZLEWOOD - Summer wine THE COASTERS - Down in Mexico THE CHANTAYS - Pipeline CHOC - I want you to be my girl THE PSYCHOTICS - If you believe me, don't VAN MORRISON - The way young lovers do
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA