BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Les Ptites Mains Baladeuses e Live

Naoned E Live - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Les p’tites mains baladeuses zo un daouad. Div blac’h o chom er Winieg en em gavet da seniñ ha da ganañ asambles. Nolwenn plac’h he boest an diaoul ha Marine ur ganerez a lak hec’h arched da ruzañ ouzh kerdin he violoñs. Evito o-div eo ar sonerezh un dudi ha n’eo ket ur vicher. Un dudi pouezus koulskoude, maget abaoe o yaouankiz.

Un hollved sonerezh levezonet gant tonioù poblek. Tonioù ken brudet ha reoù Piaf, Brel, Aznavour, Renaud. Pe c’hoazh, tonioù klevet gante korf o bugaleaj evel La Rue Ket’, Les Cowboys Fringants, Manu Chao pe les Orges de Barback.

Abaoe bloaz bremañ ez a an div gamaradez a davarn-dañs da zavarn-dañs hep tremen e-biou da ouelioù kevredigezhioù pe dorioù digor gwinieg Bro-Naoned. Emdreiñ a ra o roll kanaouennoù a-feur d’ar sonadegoù… Ar pal bremañ, dont a-benn da gompoziñ ha da ginnig o zonioù dezho !

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA