BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Penn-kil-ha-troad : an izili

Penn-kil-ha-troad - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez Vargas ! "Penn-kil-ha-troad" ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic'hortoz savet diwar lodennoù ar c'horf gant un heuliad sizhuniek. Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze ! An izili : Ufern/Ibil-troad, an daouufern/an ibilioù:lodenn a-us d'an troad Divesker* = an divhar (s.o kronikenn an divhar) Kof-gar, ar c'hofoù-gar : lodenn kigennek a-dreñv ar c'har Glin, an daoulin : koubl etre ar c'har hag ar vorzhed Morzhed, an divorzhed : rann eus an ezel traoñ zo etre al lez hag ar glin Pleg ar vorzhed : pleg zo war vevenn ar vorzhed hag al lez Barlenn, barlennoù : rann eus ar c'horf a dap eus an dargreiz d'an daoulin. Lez, divlez : rann gostez ar c'horf zo etre ar vandenn ha penn uhelaii an divorzhed. Dargreiz/Divgroazell : lodenn greiz korf un den Skoaz, an divskoaz : rann uhelan ar vrec'h m'eman stag homañ ouzh ar c'horf Ibil-skoaz/Trebez-skoaz : askorn hirik ha moan, dezhañ stumm un S astennet. Plankenn-skoaz : askorn plat ha ledan, e stumm un tric'horn, zo lec'hiet e tu a-dreñv ar skoaz. Kazel*/Toull ar gazel : kleuz zo dindan ar skoaz, etre lodenn uhelañ ar vrec'h ha kostez ar brusk. Ilin, an daouilin : koubl etre ar vrec'h hag an arvrec'h Ar c'henderv eus kostez ar vorzhed : kenderv dre nesañsded Bezañ dindan gazel-ge : bezañ dalc'het gant ur veli (hud) a laka an den difiñv pe dic'houest d'ober un dra bennak Binioù-ilin/pib-ilin : benveg sonerezh Daoulinañ = helmoiñ : bezañ azezet war e zaoulin Glinad : poan-c'hlin Glinata : skeiñ war glin unan bennak evit kaout h·e evezh (ober troad e galleg) Ilinañ : lakaat e zaouilin war un daol da skouer Ilinata : reiñ taolioù ilin-moc'h Ilinennoù / Glinennoù : tamm(où) lien a vez gwriet war ar milginoù hag ar brageier evit solutat en-dro d'an ilin/ d'ar glin. Ilin-moc'h : plantenn, heñvel ouzh an irin Ilinwiskoù, glinwiskoù, skoazwiskoù : pezh dilhad solut ha kalet a vez gwisket evit gwareziñ koubloù ar sportourien·ezed Kammañ an ilin : sevel h·e ilin war-zu an dremm (evit evañ alies) Morzhedur : penn a-dreñv ul loen (kigerezh) Morzhed-oc'h, morzhed-vaout, ha morzhadoù : tammoù kig loened mat da zebriñ Ober kof-gar : kreñvaat kigennoù ar rann-se eus ar c'horf en ur chom e sav Pakañ dargreizadoù : pakañ tortadoù, bezañ evet re. Plegañ e c'hlin : evit diskouez doujañs, sujidigezh Reiñ skoaz = skoazellañ : sikour Skoaz-ouzh-skoaz : an eil e-kichen egile·eben.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA