BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Penn-kil-ha-troad : An daouarn

Penn-kil-ha-troad - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas. «Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic'hortoz savet diwar lodennoù ar c'horf gant un heuliad sizhuniek. Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze ! Dorn, daouarn, dornioù daouarnioù Anvioù all : meñgez, krabanoù Boz/flac'h : toull an dorn e kreiz ar palv Kil : kein an dorn Palv : diabarzh an dorn An daouarn er vann/en nec'h ! : gerioù a zistager pa c'hourdrouzer unan bennak gant un arm. Astenn e zorn : goulenn an aluzenn Bezañ an dorn gantañ·i : bezañ ar galloud gantañ·i Bezañ dornet : bezañ ampart war un dra bennak Bezañ paket an dorn er pod : evel e galleg gant ar sac'h. Tapet war ar prim. Bezañ teodet hir ha dornet berr : komz kalz hag ober nebeut Bezañ tomm e zaouarn : bezañ laer pe kaout daouarn kamm/krogek Bezañ tout en un dorn : evel 5 biz an daouarn e galleg Daouarn kleiz : an dorn fall a-hervez Daouarn-yod : daouarn a laka pep tra da gouezhañ. Bezañ un tamm amparfal / glaouch Dorn an traoù : tasoù, podoù, breolimoù, kastelodennoù, aspled an diri, erer Dornata/krabana/flac'hata/bozata : skeiñ a daolioù dorn Dornad : endalc'had an dorn, ur c'hementad bihan alies Dornadeg : obererezh dornañ graet a-stroll Dornañ : skeiñ war an tañvouez evit distagañ greun diouto (ed, kerc'h, heiz...). Dornañ gevier : kontañ gevier Dorn-ha-dorn : an eil dorn e-barzh egile Dornell, dornikell : lodenn eus un draezenn a c'haller kregiñ enni gant an dorn (kleze, dor, prenestr) Dornerez : ijinenn da zornañ an ed Dornlevr : levr evit deskiñ aes Dornskrid : levr pe destenn skrivet gant an dorn Kaout un dra bennak dindan zorn : kaout un dra bennak tost a-walc'h dezhañ·i da c'hallout e gemer hag e embregañ Kemer an dorn war-lerc'h unan bennak : kenderc'hel labour ub Kentañ/Eil dorn : un dra bennak nevez pe gozh a implijer. Ul levr kentañ dorn a brener en ul levrdi, ul levr eil dorn e ti Emmaus. Labour-dorn : labour graet gant an daouarn Lezel an dorn da : reiñ ar galloud da ub Ober dorn da ub : gourdrouz PE servij banneoù PE ingalañ kartoù (c'hoari) Ober unan bennak ouzh e zorn : stummañ un den evit ma vo gouest ober memes traoù ha ni. Reiñ/teurel/dougen dorn : sikour Starderez-dorn : lodenn eus ar c'harr ac'h implijer evit ma chomo ar c'harr a-sav en e blas ur wech lazhet ar c'heflusker.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA