BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Penn-kil-ha-troad : An divvrec'h

Penn-kil-ha-troad - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas. «Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic'hortoz savet diwar lodennoù ar c'horf gant un heuliad sizhuniek. Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze ! Brec'h* (unander benel) Div(v)rec'h (daouad), brec'hioù (liester) Arvrec'h : lodenn etre ar vrec'h hag an arzorn A-vrec'had : O vriata unan bennak PE kemer traoù gant e zivrec'h meur a-wech Bevañ diwar-bouez e zivrec'h : gounid e vuhez a-drugarez d'ur vicher dorn Brec'h-ha-brec'h : tud staget o brec'hioù an eil re gant ar reoù all Brec'h : Danvezenn aozet diwar ur viruz lakaet dinoaz, a gontammer ganti gwad an dud evit o wareziñ diouzh ar c'hleñved-se. Brec'hioù : d'an traoù (kadorioù, lunedoù, kravazh...) ha d'al loened (morgazh, kranked...) Brec'h-nij* : kleñved pegus, diwar ur viruz, ma teu klogorennoù war ar c'hroc'hen hag a vez tapet gant ar vugale peurliesañ Brec'h-zu* : Tifuz Brec'hidigezh* : ar fed lakaat ar vrec'h e korf an dud Brec'had : Poan vrec'h PE ar fed kaout ur bern traoù etre an divrec'h Brec'hek : un den brec'hioù dezhañ·i. Brec'hiata/ Briata : stardañ un den pe tud etre e zivrec'h Brec'hiet : a zo brec'hioù (bras, bihan, tev...) dezhañ·i Brec'h-vor : Gwazh vor zo etre an douar-bras hag un enez pe etre div enez. Brec'hwiskoù : Pezh a warez ar vrec'h eus un taol pe pezh a laka ar sportourien·ezed tro-dro d'o brec'h. Dougen a-benn-brec'h : dougen e penn an divvrec'h, gant diaesterioù. Divrec'h : hep brec'h ebet Plegañ e vrec'h : ar pezh a reer evit evañ ur banne (sevel un ilin e galleg) Reiñ brec'h : sikour Mammennoù : Devri, Meurgorf, geriadur an Here, geriadur Galleg-Brezhoneg Martial Ménard, Geriadur enlinenn Favereau, Wikeriadur, Wikipedia
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA