BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Penn-kil-ha-troad : Ar c'hein

Penn-kil-ha-troad - Gant Radio Naoned

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze ! Geriaoueg keinek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) : Kein, keinoù Kein : rann a-dreñv etre ar c'hilpenn hag ar revr. Bezañ a-dreñv unan bennak. Rann a-dreñv lodennoù all eus ar c'horf pe traoù (fri, armel, kador, savadur...) Kil : lodenn a-dreñv ar c'horf. Implijet evit deskrivañ tu enep d'an tu a weler da gentañ pe da bouezusañ (dorn, falz, kontell, medalenn...). Ar re am meule dirazon am difrege a-dreñv da gein (krennlavar) : ar re a gomz brav dirazoc'h a c'hall droukkomz diwar o fenn da c'houde A c'hwen e gein : bezañ gourvezet war e gein Bezañ evel kein ha roched : en em glevout mat-tre gant unan bennak Bezañ krommet e gein : bezañ daoubleget Bezañ sec'h e gein : bezañ pizh Bezañ war chouk unan bennak : atav oc'h evezhiañ unan bennak Chouk : lodenn uhelañ ar c'hein Choukañ : sankañ, leuniañ un dra bennak betek re Flourañ kein unan bennak : bezañ jentil gant unan bennak evit kaout un dra bennak en eskemm Keinal : klemm Keinata, choukata : Kargañ un dra bennak war e gein Kein Breizh pe Kein ar Vro : lesanvioù roet d'ar Menezioù-Are Kein-dre-gein : mesk-ha-mesk Keinek : ur c'hein bras/ledan gantañ·i Kein-gwiz : Gorrekaerioù a dorr tizh ur c'harr. Keinvan : klemm a ziskouez glac'har pe boan. Keinvor : lodenn eus ar mor zo ar pellañ eus an oad. Keinvro : lodenn eus ar vro zo ar pellañ eus ur gêr. Keinwisk : pezh dilhad pe baper a wisk ar sportourien ha sportourezed, un niverenn warnañ da skouer. Livenn-gein*, gwalenn-gein* : Ar regennad eskern bihan a-hed kein den pe loen. Mell-kein : ar pezh a gaver el livenn-gein Ober lamm-chouk-e-benn : ober ul lamm en a-raok o treiñ warnañ e-unan Ober kein d'unan bennak : sikour un den o tougen anezhañ Ober ar c'heinek : «kaout ur c'hein mat» e galleg flour Pigosat war kein unan bennak : droukkomz diwar-benn unan bennak Poan-gein Sachañ ar c'hravazh/ar c'harr war e gein : desachañ trubuilhoù Sac'h-kein Sevel e gein : bezañ en ur stad gwelloc'h. Mont war wellaat. Terriñ keuneud war kein unan bennak : droukkomz diwar-benn unan bennak Treiñ kein da unan bennak : dilezel unan bennak
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA