BOA logo
Radio Naoned
Radio Naoned

Penn-kil-ha-troad : An divronn

Penn-kil-ha-troad - Gant Radio Naoned

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze ! Geriaoueg bronnek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) : Bronn* (unander), divronn (daouad), bronnoù (liester) Notenn : implijet e vez divronn evit an dud ha bronnoù evit al loened Askre : lec'h etre an divronn, kreiz, sez ar santadoù : eienenn ar vuhez dre astenn Beg/Penn ar bronnoù, bronnenn* : organ gwagrennek ar bruched ma tever al laezh dioutañ p'o devez bet bugale Bezañ ouzh ar vronn : ur babig ha n'eo ket dizonet c'hoazh, ac'h ev laezh o tont eus ar vruched. Brennid* : lodenn eus an divskoaz a ya betek laez ar c'horf Brennidenn* : pezh-dilhad a vez lakaet evit dougen an divronn Bronn* : spegoù ar morgazhed peg ouzh o brec'hioù, traoù koeñvet, kreskennoù legumaj, traoù kromm (beg ur pod, ul lestr, ur chuk). Bronneg(ed)* : rummad loened mellkeineged mammalia Bronnek : bruchedet-mat Bronduañ : Gloaz ma ra ar gwad takadoù du pe c'hlas-du (diwar bronn ha du) Bronnig* laezh, bronn ar varaenn : koeñvadenn war ur varaenn el lec'h m'emañ bet o stekiñ ouzh un all er forn Bronnig* ar c'had, ar c'havr, pe Bronnoù-koukoug : bleuñv gwezvoud Bronn-vor* : divellkeineg eus ar spesad actinaria Bruchediñ : en em harpañ war e vruched C'hwezañ e vruched : c'hwezañ e skevent evit ober van da vezañ kreñv Dispakañ e vronnoù : diskouez e vruched d'an dud Kerc'henn* :rann ar c'horf zo en-dro d'ar gouzoug, bruched dre astenn Reiñ bronn, bronnañ : magañ ar babigoù = reiñ chukig Reiñ bronn d'ar bal : diskuizhañ o kemer harp war ar bal. Bezañ lezirek. Pod-bronner : bured. Boutailhadig e lec'h ma lakaer laezh d'ar vugale. Ur banne bronn :banne laezh roet d'ar babigoù Bommoù-bruch, Boubenoù, Bourselloù, Brusk, Cheltrennoù*, Flojennoù*, Forfailhoù, Gwrez*, Javen, Kabinoù, Kalon*, Kaolenn*, Kaouledenn*, Kaol-irvin, Krubuilh, Lommoù, Nunu, Peultrin, Sac'had bleud, Stal*, Stomog, Takenn*, Tezh : Anvioù poblek an divronn Boubou, Bouik, Chuk, Sukig : Divronn e yezh ar vugale Mammennoù : Geriadurioù : an Here, Reun ar Glev, Geriahudur ar brezhoneg, Geriadur Galleg-Brezhoneg Martial Ménard Enlinenn : devri, wikeriadur, Favereau Levrioù : Eostad Gireg Konan
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA