Goude bloaz labour gant bugale skol ar C'hoadoù Uhel ez eus bet savet un abadenn radio.
Enni e vo klevet bugale ar skol-vamm o kinnig un devezh skol hag istor An tamm pilhoù, ar re CP o tisplegañ gerioù an natur, ar re CE1 o tibunañ barzhonegoù, hag ar re CE2 / CM1 o deus aterset Solen PEDRON war e labour e Ecopôle.
An abadenn-mañ zo buhezet gant klasad ar re CM2.



