BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Emgav gant Kristian ar Bras, troer "On The Road"

Abadennoù ispisial - Gant Radio Naoned

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

D’ar Sadorn 19 ha d’ar Sul 20 a viz Du 2022 e oa bet dalc’het e Gwenrann 18vet abadenn Festival al Levrioù e Breizh. Evel bep bloaz e oa bet aozet d’ar Sul ur bodad lenn, un emgav lennegel lusket gant Pierre-Emmanuel Marais.

Ar bloaz-mañ ‘noa dibabet Pierre-Emmanuel lakaat ar gaoz war "On the Road", oberenn Jack Kerouac lakaet e brezhoneg gant Kristian ar Bras dindan an anv "War an Hent". Hag evit hen ober, en doa pedet Kristian ar Bras da zont da wenrann. Un tregont den bennak a oa en em gavet neuze e mediaoueg kreizenn sevenadurel Athanor da selaou ha da gaozeal asambles gant Kristian ar Bras diwar-benn e labour troer.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA