BOA logo

BAZBAZ "Love muzik" (2013) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 48 sec 27 Genver 2014

Er rann-mañ
e komzer :

Ur Gallo-Libanad ew (Camille) Bazbaz, ha savet a Suresnes. Doned a ra ag ar rock alternativ (dre Le Cri De La Mouche, leh ma sone an orglesow), ha soniñ a ra solo a-houde 1996 hag e albom kentañ a chanson gall reggae, Dubadelik. Kenlabouret neus meur a wezh ged Winston McAnuff. Liwiñ a ra e sonerezh iwe ged soul pe blues, komposet neus ewid ar sinema (filmow Pierre Salvadori), ema just é toned a embann e seizhved albom, Love muzik, kani un den amoürus, e meur a fesson. Savet neus istoerigow a garantez, ba galleg, levesonet lies ged ar 60s ("Si j'avais su"). Koms a ra a seks ("Love burger"), a zisparti (Miaou miaou"), a zigenvez ("Argile", ged kitar -M-), a betra bass àr-lerh ("Poubelles")... Efedus-bras ew e doniow, ha liessort an aergerliow, ag ar rock beteg ar piano douss ha melkonius a glewer ba "Libellule". Ur voiaj àr hent ar hreñvañ santimant, daved an arvar ha fin an avañtur. Ur bladenn gisidig en deus savet Bazbaz, groovy, pop ha trankil àr-un-dro, sonet ged e vouezh voulous ha ken tost. Chanson gall a galite ew, da voud selowet (ha karet) heb arvar. CHARLES AZNAVOUR "Les plaisirs démodés" in 45t (1972 . Barclay) PARIS COMBO "Lux" in 5 (2013 . Ta-Dah Music) DOMINIQUE DALCAN "Sometimes" in Hirundo (2014 . PIAS) FORTUNE "Blackboard" in Blackboard (2013 . Disque Primeur) THOMAS B "Comme on respire" in Shoot (2014 . Jive) BAZBAZ "Si j'avais su" in Love muzik (2013 ; Verycords) Liammow an deiz : > Bazbaz ha > Paris Combo > Charles Aznavour > Dominique Dalcan
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA