BOA logo

JAGWAR MA "Howlin'" (2013) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 41 sec 16 Kerzu 2013

Er rann-mañ
e komzer :

Gabriel Winterfield (kan, kitar) ha Jono Ma (synthe) doa krouet Jagwar Ma e 2011 ba Sydney (Aostrali) e 2011. Jack Freeman (kitarboud) so arru gete, sinet o deus ged Mom+Pop, hag e 2013 o deus embannet o hentañ albom, Howlin'. Ar single "The throw" neus gwraet berzh ba meur a vro. Plijet o deus a-benn da strolladow èl Foals pe The XX, ha troet o deus gete àr ar memes leurennow, é kennigiñ d'ar publik o sonerezh psykedelik ha da zañsal, awenet ged musik-seurf ar 60s (The Beach Boys), ar rock alternativ (The Stone Roses, Happy Mondays). Mes moned a ra pelloh o son, ha hè da zisplegiñ penaos e tegemerant en o bro levesoniow ar bed a-bezh, mes a-bell ur sort. Grass da gement-se e vêmp soubet ba Howlin' barzh ur haleïdoskop ag ar re souezhussañ. Goude an digoradur efedus "What love" e passer dre doniow treantus ("Uncertainty"), pop ("That loneliness"), meuriad ("Exercise"), pe mem house ("Four"). Goude o henvrois The Avalanches pe Tame Impala, setu Jagwar Ma, un ollved newez é toned ag ur blanedenn arall hag hon eus ar santimant da anavoud ur sort, ha n'hellamp ket achap. JESSE GARON "C'est lundi" in Jesse Garon et l'Âge d'Or (1984 . Polydor) PEACE "Follow baby" in In love (2013 . Columbia) THYLACINE feat. CAMILLE DESPRÈS "No mic stand" in EP Intuitive (2012 . Thylacine) ALB "Golden chains by ALEX GOPHER" in EP Whispers under the moonlight (2013 . Arista) BRETON "Envy" in SP (2013 . Cut Tooth . Believe Recordings) JAGWAR MA "The throw" in Howlin' (2013 . Mom + Pop Music) Liammow an deiz : > Jagwar Ma hag > Alb > Peace > Breton > Jesse Garon
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA