BOA logo

BRIGITTE FONTAINE "L'un n'empêche pas l'autre" (2011) 1/4

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 35 sec 30 Mae 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Er penn kentañ e oa sañset boud an albom-mañ unan a zuoiow hebken, ur menno é toned ag he si-pladenn, mes durant an enrolladur he deus chañchet tu, un tammig, Brigitte Fontaine. Ewid he 17ved pladenn he deus savet 4 hanenn newez-flamm (e duo ged Grace Jones, Jacques Higelin, Areski Belkacem pe solo). D'an eil he deus adembannet 3 hanenn ral (duoiow arall), hag er fin he deus adenrollet 6 kanenn ag he re, koshoh anehe neuse, mes e duo ataw, ged Alain Souchon, Christophe, pe hoazh Arno. Ur hompil a ganennow newez pe renewezet ew neuse an disk-mañ, L'un n'empêche pas l'autre, ha gwir an titl-mañ : ur blijadur vo da glewed "Rue Saint-Louis-en-l'Île" ged Souchon (sod int o-dow ged Paris mod-kozh), "Hollywood" ged Christophe hor laka da verwiñ barh un ambiañs loskus ha difonn, raog mont d'ober tro ar staliow ged Emmanuelle Seigner ba "Dressing", ged ar santimant o disoloiñ en-dro. Bewezh e talv ar boan selow doh Brigitte Fontaine, na boud e vehe ewid ur hompil, ewid klewed posiow lan a varzhoniezh -savet geti he-unan, ///of course/// - toniow braw savet dalhmad ged he homper a-gent Belkacem hag ur son fin ha kreñv àr-un-dro, kasset da-benn ewid an eil gwezh ged produer Grace Jones, Ivor Guest. Pedet omp da yowankaad ged mamm-gozh Montroules... ha lañs he deus àrnomp ! BEN HARPER "Rock'n'roll is free" in Give it 'till it's gone (2011 . Virgin) BEN HARPER "I will not be broken" in Give it 'till it's gone (2011 . Virgin) NEIL YOUNG "Walk with me" in Le noise (2010 . Reprise) GRACE JONES "Corporate cannibal" in Hurricane (2008 . Wall Of Sound / Play It Again Sam) BRIGITTE FONTAINE feat. GRACE JONES "Dancefloor" in L'un n'empêche pas l'autre (2011 . Polydor)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA