BOA logo

KEREN ANN "101" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 50 sec 17 Here 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Ganet ew ba Israel, dont a ra ag an Iselvroiow, kanal a ra e galleg hag e saosneg dreist-oll bremañ, Keren Ann deus embannet ar blez-mañ he hwehved albom : 101, hag un taol-micher anehoñ. Ur vouezh voulous, toniow heb-o-far, kempennow sontil ha posiow fin : moned a ra àr-raog ar saveres-kanennow, a-dammigow, en ur mod sur. Melkoni so barzh he disk, voiajiñ a ramp etre ar musik pop, ar folk ("Run with you"), an elektro, rock ar 60s... dre ur broduksion ag ar re wellañ (kerden, benwigi-kouevr jazzy ha mod-kozh, diskan en aer, pe kitarow tredan) ha mennoiow mad a zegass ur son liesliw. Enrollet ew bet he fladenn ba Paris, Tel-Aviv ha New-York, efedus-bras ew an disoh Tapet vêmp a-benn ged ar ganenn gentañ, "My name is trouble", ha chomel a ramp àr ewezh, mes é hunvreal àr-un-dro, staget dohti beteg an ton diwezañ, "101", 'menn vez santet pinwigezh he diw awen veur : Gainsbourg hag ar Beatles. Ba'r Gouiañv, e mis Hwevrer, e oa dàet er-maes 101 : disolamp-eñv d'an Dilost-Hañv ur sort, ged doussder ha plijadur. GÉRARD LENORMAN feat. ZAZ "La ballade des gens heureux" in Duos de mes chansons (2011 . Play On) GÉRARD LENORMAN feat. STANISLAS "Le funambule" in Duos de mes chansons (2011 . Play On) VANESSA PARADIS & M "La Seine" in Un monstre à Paris (B.O.) (2011 . Universal) BEN L'ONCLE SOUL "Crazy" in Live Paris (2011 . Universal) BJÖRK "Moon" in Biophilia (2011 . Oy) KEREN ANN "My name is trouble" in 101 (2011 . EMI)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA