BOA logo

ORELSAN "Le chant des sirènes" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 59 sec 10 Here 2011

Er rann-mañ
e komzer :

E 2009 en doa embannet e albom kentañ, Perdu d'avance, a-pa oa krennard anehoñ ha pas hoazh en oad. A-houde en deus bet beh ged ar feministed a-gaos d'ur ganenn re dàer. Lâret noa ne embannahe ket disk arall ebed mes arru a ra Orelsan ged e eil pladenn : Le chant des sirènes. Azwet en deus an MC a Gaen an taol-mañ, pezh a zisplega ba "Raelsan", an ton a zigora e zisk. Dishañval ew ar personaj, mes gouied a ra ataw sevel posiow loskus, lemm, sterd a-wezhow, ha lan a vousfent lies. Orelsan a hoaria ged ar skeudennow, e spered neus chañchet, hag e son àr-un-dro iwe. Kanal a ra muioh, pounneroh ew ar lusk, strewet neus soniow elektroneg hed-a-hed e ganennow newez, ha toud an traow-se so bet savet èl ur sorbienn. Gouied a ra ar gouron da venn eh a, doh ar seblant, mes er fin e komprena ur sort penaos ema bet debret d'e ziaouled. Ne blijay ket Orelsan d'an oll, a-dra-sur, mes red ew gober anoudegezh g'ar 17 kanenn newez-flamm-mañ, kisellet anehe en ur stil dishañval doh ar rap-kustum a Frañs. THOMAS DUTRONC "Demain" in Silence on tourne, on tourne en rond (2011 . Mercury) BB BRUNES "Gaby oh Gaby" in Tels Alain Bahsung (2011 . Barclay) PINK FLOYD "The narrow way - Part III" in Ummagumma (1969 . Harvest) TAGADA JONES "Descente aux enfers" in Descente aux enfers (2011 . Enragé Production) Lehienn Tagada Jones hag o fajenn MySpace ORELSAN "Raelsan" in Le chant des sirènes (2011 . 3ème Bureau)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA