BOA logo

IMG "Interdit de cracher gallo !" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 40 sec 03 Here 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Ba Roazon e oa bet krouet ar strollad IMG e penn kentañ ar 2000s. Ar blez-mañ e kennigant o eil albom, Interdit de cracher gallo, un titl sklàer hag a ziskoueza mad o añgajamantow : Breizh hag ar galloweg. "MC Gur" Molac d'ar han ha d'ar vombard, Martin Chapron d'ar gitar, Victor Simon d'ar gitar boud, Régis Boucard d'ar batri, Jean-Marie Gauthier d'an trombon, Julien Vrigneau d'ar saksofon, hag iwe Julien Daniélo d'an akordeoñ "bisonore". Getoñ e vêmp hed-a-hed ar sizhun, ewid kaoseal a istoer ar strollad, o fesson da labourad, da sevel toniow ha posiow, ha d'o hempenn en ur mod personel-awalh. Ged IMG vez kenniget ur hejaj newez ha souezhus, etre dañsow ar vro, reggae ha ska, beteg ar punk-rock. MC Gur neus kempennet iwe, ewidomp, un dibab a doniow da glewed ohpenn, re a so bet e levesoniow en diavaes ag ar sonerezh hengounel, an tu da anavoud pe da adklewed arzourion añgajet lies. Àr-raog e talha da vont ar musik er festow-nos, hag anad ew penaos ema liessort an hentow eh eus tu da gemer, a-pa zisoloamp albom newez-flamm IMG ! CHARLIE ORGANAIRE "Royal Charlie" IMG "Dans ma radio" in Interdit de cracher gallo (2011 . Mass Productions) ALTON ELLIS "Dance crasher" in Soul groover (1997 . Trojan) IMG "Bertayen libr" in Interdit de cracher gallo (2011 . Mass Productions)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA