BOA logo

INDOCHINE "Putain de Stade" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 59 sec 18 Gouere 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Ewid o sregont vlez a respet o deus kasset da-benn Indochine ur presant ewite o-unan hag o faned iwe : ur hoñsert meur, enrollet (ha filmet) ba'r Stade de France e mis Mezheven 2010, dirag 80 000 den, hag un nebeud deiziow raog dont da soniñ da Garaes ewid an Erer Kozh. Barzh an albom live-mañ e-leizh a dubow, gwir ew, mes ur souezhadenn iwe marse ewid ar re a zalha d'o disprisiñ, heb 'n em rentiñ kont ema dàet Indochine da voud ur gwir strollad rock puissant hed-a-hed ar bleziow. Kanennow èl "Play boy" pe "Drugstar" ho laka da fichal, lan a nerzh anehe, pezh vez klewet dre mouezhiow ar publik ha ne zihana ket da ziskanal. A-wezhow ema red diskuizh iwe, hag ur son akoustik vez kasset amañ hag ase ged piano ha sakso, kitar folk Lou Sirkis - merh Stéphane ha soneres er strollad Tabloïd. Achu a ra ar hoñsert ged "L'aventurier", èl reson, hag èl ba Karaes, ne vo ket moian deoh nepas kanal ha dañsal... TAXI GIRL "Cherchez le garçon" in Cherchez le garçon (1980 . EMI) INDOCHINE "Dizzidence politik" in L'aventurier (1982 . Clémence Melody / BMG Ariola) INDOCHINE "L'aventurier" in Putain de Stade (2011 . Jive) INDOCHINE "Miss Paramount" in Putain de Stade (2011 . Jive) INDOCHINE "Kao bang" (1983) in Les versions longues (1996 . BMG)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA